23/09/2009

Prizon ebet evit Caernarfon

E miz C'hwevrer e oa bet embannet e vefe savet ur prizon nevez e Caernarfon, Gwynedd, war an dachenn ma voe gwechall al labouradeg Ferodo.

Ezhomm bras e oa eus an toull-bac'h-se, war a seblante: 1. kaset e vez prizonidi hanternoz Kembre er-maez eus ar vro da lec'hioù e Bro-Saoz, 2. re leun eo prizonioù Breizh-Veur, ha 3. kudenn an dilabour zo bras e gwalarn Kembre, ha krouet e vije bet 700 post-labour, hervez kont.

Bremañ, hervez Maria Eagle, ar Ministr evit ar prizonioù e Breizh-Veur, ez eo bet kavet n'eo ket mat an dachenn, ha ret e vo klask unan all.

Lod a gave dezho e vije bet un druez implijout un dachenn en ur c'horn ken brav ha ken touristel, nepell diouzh strizh-mor ar Menai (afon Menai), evit toullbac'hañ tud, met emichañs ez eo abalamour da saotradur an amiant implijet gwechall el labouradeg ez eo bet nac'het ar raktres. (keñv. http://www.dailypost.co.uk/news/north-wales-news/2008/11/21/caernarfon-s-ferodo-site-asbestos-bill-could-run-into-millions-55578-22307663/ )




No comments: