A-benn ar fin, ne vo ket paouezet a dreiñ prezgennoù izili eus ar Vodadeg Vroadel e kembraeg, evel ma oa bet gourdrouzet ober. Komsion ar Vodadeg en deus cheñchet mennozh, met prometet ez eus bet e vo prest an troidigezhioù dindan zek devezh ha n'eo ket kent penn 24 eurvezh, evel en a-raok.
Kuzul ar C'hembraeg a oa e soñj klask cheñch an diviz dre al lezenn ma vije bet paouezet a dreiñ breutadegoù ar Vodadeg e kembraeg.
Ouzhpenn treiñ ar breutadegoù e vo troet kement diviz a sell ouzh al lezennoù nevez a zo war ar stern gant ar gouarnamant kembreat.
No comments:
Post a Comment