21/09/2009

Plaid Cymru - Strollad an Energiezh Nukleel


Digoret ez eus bet ur mirlec'h nevez evit an dilerc'hiadoù nukleel eus kreizenn nukleel gozh Trawsfynydd, Gwynedd.

Er mirlec'h e vo lakaet 333 a voestadoù dilerc'hiadoù kemmesket gant betoñs. Eno e chomint ken n'he devo Breizh-Veur ul lec'h kreiz evit dilerc'hiadoù kement kreizenn nukleel zo e Breizh-Veur a-bezh.

Staget e voe gant al labour serriñ Kreizenn Trawsfynydd e 1993.

Gant an aotrou (lord) Dafydd Elis Thomas ez eo bet digoret ar greizenn dilerc'hiadoù, ha disklêriet en deus ivez, ebit ar wech kentañ, emañ a-du ma vefe savet ur greizenn nukleel nevez en Yr Wylfa war Enez-Von, evit kemer lec'h an hini gozh a zo war-nes serriñ. Ieuan Wyn Jones, rener Plaid Cymru, a garfe gwelet ur greizenn nukleel nevez eno ivez, daoust ma'z eo skrivet e manifesto ar strollad emañ a-enep an energiezh nukleel dre ma n'eus ket bet kavet un doare diogel evit kaout an dizober eus an dilerc'hiadoù. War a seblant ez eo prest Plaid Cymru, evel ar strolladoù bras, da sevel a-du gant n'eus forzh petra a c'hallfe gounit mouezhioù...

No comments: