21/09/2009

Bodadeg Vroadel Kembre war-nes ober fae war ar c'hembraeg?

Aba ma voe krouet Bodadeg Vroadel Kembre e 1999 e vez skrivet holl vreutadegoù an izili e kembraeg hag e saozneg. 'Y Cofnod' a vez graet eus an oberenn ma vez miret an danvez-se. E saozneg e vez komzet aliesañ er Vodadeg ha troet e vez pep tra e kembraeg dre skrid.

Er miz tremenet e voe divizet gant Komision ar Vodadeg ne vije ket ken troet e kembraeg prezegennoù graet e saozneg gant an izili. Evel-se e vefe esperenet war-dro £250, 000 ar bloaz.

En un abadenn skinwel en deus lavaret an aotrou (lord) Dafydd Elis Thomas e vo breutaet ar c'hinnig-se hiziv, ha marteze e c'haller kaout un emglev etre ar re spontet gant an doare ma vo tremenet hep ar c'hembraeg hag ar re c'hoant ganto krennañ war an dispignoù.

Darn eus izili Kuzul ar C'hembraeg zo taer a-enep ar c'hinnig hag a lavar e vo ret gwelet ha lezennel e vefe seurt kemm.

Hep mar, tremen hep ar c'hembraeg a embannfe sklaer da dud ar broioù all, Breizh en o zouez, n'emañ ket Kembre a-zevri a-fed gwirioù yezhel.

No comments: