02/09/2009

Dic Jones 1934-2009


D’an 18 a viz Eost eo marvet Dic Jones (Richard Lewis Jones), Arc’hdrouiz Kembre hag unan eus barzhed vrudetañ ar vro. 75 vloaz e oa.

Bet ganet e Tre’r-ddôl, etre Aberystwyth ha Machynlleth, e oa oa labourer-douar micher, hag e oberenn, neuze, zo lod eus hengoun barzhoniel kozh ar vro. Da bemzek vloaz e kuitaas ar skol evit mont da labourat e mereuri ar familh, ha kanañ a rae dreist-holl war temoù an douar ha mareoù ar bloaz. E feurm-eñ a oa Fferm yr Hendre, Blaenannerch.

(Llun gan Heledd ap ar Flickr: http://www.flickr.com/photos/heleddap/477387819/?addedcomment=1#comment72157622214076098 )

Er penn kentañ e oa bet broudet da sevel barzhonegoù ma c’halle kemer perzh e kenstrivadegoù lennegel Urdd Gobaith Cymru, emsav ar yaouankiz, hag evit c’hoari ur roll e nozvezhioù dudi dalc’het gant emsav al Labourerien-Douar Yaouank. E kenganez strizh ar c’hembraeg e save e varzhonegoù, en ur heuliañ ar reolennoù bet treuzkaset a rummad da rummad. Seurt barzhoniezh n’eo ket aes da dreiñ, ha nebeut anavezet eo oberenn gant an nann-kembraegerien.

Gounit a reas kador (pennañ priz) Eisteddfod Vroadel Urdd Gobaith Cymru pemp gwezh a-raok mont war-raok da c’hounit kador an Eisteddfod Vroadel gant e gan ‘Y Cynhaeaf’ (An Eost), e 1966. E 1975 e skrive Bobi Jones diwar e benn: 'An diskouezadeg tudennoù a-ziwar ar maez en deus kinniget deomp, ken speredet-kaer, ken leun a garantez, ken tener ha plijadurus, a zo unan eus ar gwellañ hag efedusañ skouerioù ez eus bet biskoazh a zougen bri da dud ar bobl e Kembre - Twm Shot, Benj, Nhad, Ellen Ann, Sam Glasgoed, Gwendraeth, Sam y Cringae, a Threfor yn Agor Grwn (1960) hag Alun yn Ddeg a Thrigain yn Caneuon Cynhaeaf (1969): amañ e taolenner tudennoù liesseurt gant ijin ha gant startijenn.' (Llenyddiaeth Gymraeg 1936-1972, pajenn 78)

Anavezet-mat e oa ivez dre ma kemere perzh alies en Ymryson y Beirdd (Tabut ar Varzhed), ur genstrivadeg, fentus peurvuiañ, etre barzhed en Eisteddfod. Ar genstrivadeg-se zo bet anezhi abaoe daou-ugent vloaz ha gwelet ken mat ken na’z eus bet graet ivez meur a abadenn Talwrn y Beirdd er skingomz, er memes framm.

C’hwec’h levr barzhonegoù a voe embannet gantañ: Agor Grwn (1960), Caneuon Cynhaeaf (1969), Storom Awst (1978), Sgubo'r Storws (1986), Golwg ar Gân (2002), ha Cadw Golwg (2005).

No comments: