01/09/2009

Tiez ker ha skolioù o serriñ

Muioc’h-mui a skolioù kentañ derez e a vo serret e Kembre abalamour d’an diouer a diez marc’had-mat a-walc’h evit ar familhoù, eme an arbennigourien. E Bro-Saoz, war ar maez ez eo damheñvel stad an traoù rak eno e vez serret ur skol bep miz.

Tra ma chom izel goproù an dud war ar maez e Kembre ez eo kresket spontus priz an tiez, dre ma vezont prenet gant retreidi ha gant pinvideien c’hoant ganto kaout un ti evit ar vakañsoù.

E kontelezh Caerfyrddin (Carmarthen), da skouer, ez eo kresket priz an tiez dre 287% e dek vloavezh, unan eus ar brasañ kreskoù e Breizh-Veur a-bezh. Ar re yaouank a rank feurmiñ tiez, pe ranndiez, dre ma ne c’hounezont ket a-walc’h d’o frenañ. Mar fell dezho prenañ un ti, a-wechoù e c’hallont ober met dre vont d’ar chêrioù da chom.

E Capel Dewi e kontelezh Caerfyrddin e fell d’ar c’huzul serriñ ar skol. Dre ma n’eus ket tu d’ar re yaoaunk desevel o bugale war ar maez e c’hallfe bezañ ken nebeut ha 5 bugel eno er bloaz-mañ, pa oa 22 warlene.


http://www.walesonline.co.uk/news/wales-news/2009/09/01/lack-of-housing-for-families-is-closing-village-schools-91466-24575448/

No comments: