23/07/2009

Nann d'an noazhkorfourien!

Kemennet ez eus bet d’an noazhkorfourien e Kreisteiz Kembre bezañ war evezh, rak n’emañ ket ar gwir ganto mont war unan eus bravañ ha brasañ traezhennoù kreisteiz Kembre, an hini e Cefn Sidan e kontelezh Caerfyrddin (Carmarthen), ha m’en em ziwiskont eno e c’hallfent bezañ harzet.

E-pad an hañv e vo poliserien ha kargidi, lod gwisket evel an dud all ha lod en o lifre ofisiel, oc’h evezhiañ an draezhenn hag oc’h implijout filmerezioù amredad-serr a-benn gwelet piv zo oc’h ober petra war an draezhenn.

Ar panelloù merket warno ‘noazhkorfegezh difennet’ zo bet distrujet, ha klemm a reer e vez darempredet an draezhenn gant tud c’hoant ganto kaout darempredoù rev, kenkoulz ha gwir noazhkorfourien. Lod a ya di eus a bell, eus Iwerzhon da skouer.

Kevredigezh Noazhkorfourien Breizh-Veur a lavar e vefe ret d’ar polis, ha d’ar re all kiriek eus an draezhenn, kenlabourat ganto evit argas ar re n’int ket gwir noazhkorfourien ha n’eo ket heskinañ an holl gwitibunan.

Noazhkorfourien zo bet war traezhenn Cefn Sidan abaoe ar bloavezhioù 60, met hep gwir ebet. Nemet war traezhenn Bennar, nepell eus Tal-y-bont, Meirionnydd, n’eo aotreet d'an dud mont en noazh e Kembre.


http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8160000/newsid_8163100/8163192
.stm

No comments: