
Ar milskouloum Japan, mard eo evel-se e vez graet anezhi e brezhoneg, a voe degaset da Vreizh-Veur eus ar Reter Pellañ e penn kentan an naontekvet kantved, a-benn kinklañ liorzhoù ar binvideien. Ne oa ket bet pell a-raok en em zieubiñ diouzh al liorzhoù avat, ha pa'z eo ken nerzhus e vez gwelet alies, en deiz a hiziv, o tarzhañ dre ar betoñs hag an tarmak. Pa vez diskaret ha troc'het a-dammoù e c'hall plantennoù nevez diwan diwar an tammoùigoù.
Unan eus al lec'hioù m'he deus graet berzh ar muiañ eo Abertawe (Swansea), ma lavarer ez eo biomas ar milskouloum Japan tremen 62,000 tonenn.
Brasjediñ a reer e koustfe £1.6 miliard da beurzistrujañ ar blantenn e Breizh-Veur ha setu perak bremañ ez eus kargidi hag a labour evit gouarnamant Kembre o vreutaat ha gallout a rafed degas ur preñv - un doare 'laouenn-lammerez' (psyllid) - a-benn sunañ sev ar blantenn hag he dinerzhañ.
An aotrou Paul Brain, arbennigour war al loenoniezh e Skol-Veur Abertawe, a lavar n'eo ket a-du gant ar raktres-se, rak gallout a rafe ar preñved estren tagañ seurtoù plant all, pe memes bezañ lazhet o-unan dre ma'z eo ren yen ar vro evito. Ne vefe ket ar wech kentañ d'ar skiantourien faziañ evel-se, rak pa voe degaset ar melc'houed-lazherien (Euglandina rosea) en Hawaii, da skouer, e oant kroget da lazhañ melc'hwed ar vro. Un doare touseg bet degaset en Aostralia a-benn lazhañ c'hwiled zo en doa graet fonn ivez ha kroget neuze da lazhañ al loened a glaske e dagañ.
Mammenn: Western Mail, d'ar 24 a viz Gouhere, 2009.
Luc'hskeudenn: ar milskouloum Japan en y Borth, Ceredigion -
http://www.flickr.com/photos/bara-koukoug/3708336878/
No comments:
Post a Comment