23/07/2009

Tredanaat an hent-houarn etre Londrez ha Kembre

Tredanaet e vo an hent-houarn etre Londrez ha Kreisteiz Bro-Gembre. Gant ar gouarnamant e Londrez eo ez eo bet embannet ar c'heloù-se, ha lavaret ez eus bet e vo tredanaet ivez an hent-houarn a gas eus Manchester betek Liverpool.

Pa vo kaset al labour da benn, a-benn 2017, e kemero 20 munud nebeutoc'h evit mont eus Londrez da Abertawe (Swansea). Ne vo ket laosket kement a zioksidenn garbon gant an trenioù kennebeut.


Degemeret mat eo bet ar c'heloù gant tud an aferioù, met ar re a stourm ma vo krouet doareoù gwell da veajiñ zo chalet pa gav dezho e vo kresket priz an tikedoù, rak ne fell d'ar gouarnamant lavaret netra a-fed an efed en devo al labour war ar priz.


Ar pennañ skoilh a vo an hent-kev dindan ar stêr Hafren (Severn).

No comments: