08/07/2009

Dic'hoprañ kelennerien ar skol-veur

Un toull zo e kef Skol-Veur Llanbedr Pont Steffan hag evit bezañ lod eus ar skol-veur unanet nevez 'y Drindod - Dewi Sant' (Caerfyrddin ha Llambed) e ranker dic'hoprañ kelennerien. Hervez ar raktres nevez embannet e kloto ar postoù-labour da vezañ kollet gant 46 a bostoù-kelenn leun.

Un diouer a £2,000,000 zo evit 2009-2010 ha nemet digreskiñ koust ar goproù ne c'haller ober, emezer. Ouzhpenn 300 a dud a labour evit ar Skol-Veur en ur c'horn ma'z eo rouez a-walc'h ar postoù-labour mat. E Skol-Veur Llanbedr Pont Steffan ez eus 9,000 a studierien.


http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8140000/newsid_8140400/8140447.stm

No comments: