09/07/2009

Breizh-Llydaw - niverenn 51

Niverenn miz eost eus kelaouenn Kevredigezh Kembre-Breizh zo paouez bezañ lakaet er post evit hon izili.

Mar c'hoarvez da hini pe hini ac'hanoc'h chom hep kaout ho niverenn, kasit ur postel deomp ha kaset e vo deoc'h.

Ma n'oc'h ket ezel hag e karfec'h kaout un niverenn gozh (evit netra) pe an hini nevez evit 4.5€, n'hoc'h eus nemet lavaret deomp.

Petra zo e-barzh?

Ouzhpenn keleier Breizh e kembraeg ez eus pennadoù war: Taolennoù ha kizelladurioù Olier Berson - Diplom Skol-Veur Gwengamp, Micherioù ha Brezhoneg - Liorzhoù Breizh - Gwennole ar Menn - Peggy Le Bihan... ha c'hoazh: ur rentañ-kont war Lennegezhioù ar Bed - an hanterenn gentañ eus ur marvailh gant Per Denez bet troet e kembraeg - un nebeud krennlavarioù... ha traoù all ouzhpenn...

Lod zo divyezhek (kembraeg ha brezhoneg), lod e kembraeg ha lod all e brezhoneg...
Pennadoù an niverenn-mañ zo gant: Olier Berson, Richard Thorpe, Per Denez, Jacqueline Gibson, Yann Talbot, Peggy Le Bihan, Gwenno Piette.

No comments: