Dudius eo an dielfennadur embannet nevez zo eus niver an euskaregerien e 2006. (An niveroù-mañ a sell ouzh Euskadi, d.l.e. al lod eus ar Vro-Vask anavezet gant Spagn evel 'ar Vro-Vask', ha n'eo ket ar vro a-bezh.)
53.3% eus annezidi Gipuzkoa a oar euskareg ha spagnoleg, d.l.e. 345,164 a dud. E Bizkaia ez eo 31.3% an dregantad, d.l.e. 338,228 den. Nemet 25% a annezidi Araba n'int divyezhek, d.l.e. 72,248 a dud.
Evit a sell ar c'hêrioù bras, e oar 24.5% a dud Gasteiz (Vittoria) an div yezh, daoust ma ne oa nemet 3.5% an dregantad e 1981. Ur c'hresk heñvel zo bet e Bilbo (Bilbao), eus 6.4% da 24.2%. Daougementet, pe dost, eo an dregantad evit Donostia (San Sebastián) eus 21.4% da 40.5%.
Hervez kont ez eo chomet an implij eus an euskareg er gêr tamm pe damm evel ma oa, war-bouez ar c'hresk etre breudeur ha c'hoarezed bet desket ar yezh ganto. 21.4% a Euskariz Euskadi a implij an euskareg er gêr kement hag ar spagnoleg pe muioc'h eget ar spagnoleg. 53% eo an dregantad evit a sell ar re zivyezhek hag a implij an euskareg er gêr kement hag ar spagnoleg pe muioc'h eget ar spagnoleg.
Evel ma ouzomp-ni e Kembre, aes eo bezañ diheñchet gant seurt stadegoù, dreist-holl pa gomzer eus 'gouzout ar yezh', rak 'gouzout ar yezh' d'an eil zo 'damc'houzout an diazez' d'egile, ha 'gouzout ar yezh' hep implijout anezhi n'en deus nemeur a dalvoudegezh, forzh penaos!
Marteze eo aroueziusoc'h ez eo deuet a-benn ar yezh da zerc'hel he zachenn evel yezh ar gêr eget ar pezh a seblant bezañ ur c'hresk bras e niver an 'euskaregerien' dre vras?
(Mammenn: Berripapera, miz Mae 2009)
No comments:
Post a Comment