Diouzh an tu all, avat, e lavare Eifion Evans, rektor akademiezh, ne oa bet kemm ebet abaoe ma oa bet sellet ouzh dazont ar skol e 2007. 'Neuze e oa bet lavaret e oa 19 skoliad, ha lavaret e oa bet e oad war-nes sevel tiez nevez hag ez afe niver ar skolidi war greskiñ goude.' Mar chom evel m'emañ, emezañ c'hoazh, e vefe ret d'ar skol kavout £5,500 ouzhpenn a-benn goprañ kelennerien a-walc'h.
Ur c'huzulier all, John Roberts, a damalle da galz a dud chom hep kas o bugale d'ar skolioù bihan war ar maez, met kentoc'h mont ganto da Aberystwyth d'ar skolioù brasoc'h. 'Mezhus eo,' emezañ. 'Fellout a ra d'ar re-se bevañ war ar maez met ne skoront ket ar gumuniezh en-dro dezho.'
D'ar 14 a viz Gouhere e tivizo ar c'huzul ha chom a raio digor e-pad ur bloaz c'hoazh.
No comments:
Post a Comment