24/06/2009

Saoznegerien displijet o klevet 're a gembraeg'

Er genstrivadeg skinwel 'Last Choir Standing' en doa graet berzh al laz-kanañ Côr Ysgol Glanaethwy dindan renerezh Cefin Roberts, o tont eil en diwezh. Ur genstrivadeg vras a oa anezhi ha bet gwelet gant milionoù a Vreizh-Veuriz. Pa oant aet neuze da ganañ e Venue Cymru e Llandudno e oa bet sabatuet o rener pa oa droug e darn eus an arvesterien pa gave dezho e oa diseven e komze rener al laz-kanañ kembraeg etre ar c'hanaouennoù.

Bet lavaret dezhañ e oa gwallgontant darn, goude an troc'h e-kreiz an abadenn en doa komzet Cefin Roberts e saozneg neuze, nemet da vezañ degemeret gant ur stlakadeg daouarn goustadik. Ne oa ket bet pardonet ganto, eta, ha fellout a rae dezho lakaat anat o displijadur. Pa zisplegas neuze e oa bet tud o klemm e oa aet droug e darn eus ar gembraegerien a oa eno ivez.

Ar sonadeg, ma oa al laz o kanañ e meur a yezh, a oa evit lidañ 18vet deiz-ha-bloaz ar skol. Cefin Roberts a lavar ez eo bet o kemer perzh e sonadegoù dre ar bed a-bezh hep morse gwelet netra evel-se.

No comments: