18/06/2009

Dekvet Gouel Sonerezh y Faenol ne vo ket dalc’het

En abeg da golloù arc’hant warlene ha dre ma n’eur ket deuet a-benn er bloaz-mañ da zedennañ darn eus ar pennañ sonerien hag ar brudetañ kanerien, ne vo ket dalc’het unan eus gouelioù sonerezh pouezusañ Kembre er bloaz-mañ, ur gouel bet krouet gant ar c’haner Bryn Terfel. N’eo ket aet da get ar gouel avat rak klasket e vo e adsevel e 2010. E-touez ar sonerien o doa kemeret perzh warlene ar strollad a Iwerzhon, Boyzone, hag ar c’hanouerezed a Vro-Gembre, Shân Cothi ha Cerys Matthews.

No comments: