24/06/2009

Maen-koun da Iolo Morganwg e Londrez

Dileuridi ar Goursez a oa e Londrez disadorn evit lidañ ar maen-koun nevez bet savet war 'Run ar Bokedoù Hañv' (Primrose Hill), al lec'h ma oa en em vodet ar Goursez evit ar wech kentañ en hañv 1792. Ar maen zo e koun Iolo Morganwg (Edward Williams, bet ganet e 1747) an hini a oa bet ijinet ar Goursez gantañ.

Robyn Llŷn, an Arc'hdrouiz kozh, a oa e-touez ar re o doa komzet el lid. 'Ar Goursez zo bet bras e levezon e Kembre,' emezañ, 'ha diwall ar ra ar c'hembraeg, ar pezh a zo a bouez bras, bras.'

Gant an arzour John Meirion Jones eo bet graet ar maen-koun hag ar gerioù warnañ zo gant Ieuan Rhys.


http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8100000/newsid_8109600/8109627.stm

Gwelet a c'haller drouized war ar run e Londrez amañ:

http://www.flickr.com/photos/reportdigitalcouk/3293593342/in/set-72157614081178983/

No comments: