Aet eo Ivetig an Dred da Anaon. N'eus ket ezhomm da lavaret ez eo ur choll bras evit Breizh. Hor soñjoù zo gant he bugale: Riwanon, Annaig ha Divy, ha gant he bugale-vihan.
Evidon-me e oa a bouez bras an degemer am boa bet ganti ha gant he gwaz, Frañsez Kervella, pa oan aet evit ar wech kentañ da Vreizh, e 1974, goude bezañ pedet, gant Riwanon, da vont di da zeskiñ muioc'h a vrezhoneg. O vont en tu all d'ar mor ma-unan-penn evit ar wech kentañ e oan, hep komz galleg ha mennet da beurzeskiñ brezhoneg. O zi, Park ar Poull Du, Kroashent Perroz, Lannuon, ne oa ket aes, aes da gavout ha pounner ar sac'h war ma c'hein. Nag un disamm pa voe digoret an nor din gant Ivetig an Dred, ha nag ur blijadur he c'hlevet o komz brezhoneg ken brav, ha gant pasianted gant ur paotr yaouank o teskiñ ar yezh. Hogos bep gwech ma'z on bet e Bro-Dreger em eus graet un dro betek Park ar Poull Du, c'hoant ganin adwelet Ivetig hag he c'hlevet c'hoazh.
Tavet eo he mouezh bremañ met chom a raio he levezon, n'eo ket hepken dre he familh ha dre he skridoù met ivez dre un niver mat eus ar c'hantadoù a dud a oa bet ouzh o sikour da zeskiñ brezhoneg gant Skol Ober. Bevañ a ra en hor penn hag en hor c'halon.
luc'hskeudenn: http://www.flickr.com/photos/54415393@N00/3613499225/in/set-72157608421021580
No comments:
Post a Comment