Kargidi servij ar glañvourien e biz Kembre (kontelezhioù Dinbych ha Clwyd) zo bet gourc'hemennet dezho doujañ ar c'hembraeg, hag e implijout. Mamm ha tad d'ur bugel 2 vloaz o doa klemmet pa ne oa ket bet posubl dezho kaout un ortofoniezhour hag un leuñvour a gomze kembraeg. Ret e oa d'unan anezho bezañ war al lec'h ha treiñ evit o hini bihan.
Hervez Kuzul ar C'hembraeg (Bwrdd yr Iaith) ne'n doa ket dalc'het ar servij d'ar politikerezh yezh a oa bet embannet gantañ. Lavaret ar reer e vo cheñchet penn d'ar vazh ha gwellaet ar servij evit ar gembraegerien, met diaes eo gouzout petra a c'hoarvezfe ma chomfe ar gargidi da rouzañ botoù...
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8090000/newsid_8090900/8090944.stm
No comments:
Post a Comment