09/06/2009

Ur plac'h eus Patagonia kaset en-dro d'he bro evel pa vije torfedourez

Elfyn Llwyd, kannad a-berzh Plaid Cymru, a lavar ez eo mezhus an doare ma'z eus bet kaset en-dro ur plac'h 20 vloaz eus Patagonia, c'hoant ganti dont da Gembre da chom e-pad un nebeud mizvezhioù a-benn gwellaat he c'hembraeg ha deskiñ saozneg. O vont da gomz emañ ar c'hannad gant Ministrerezh an Aferioù Diabarzh evit gwelet ha digoll a c'haller Evelyn Calcabrini, a oa he soñj chom gant ur familh e Glyndyfrdwy, kontelezh Dinbych.

Ur wech en em gavet en aerborzh Heathrow, da heul ur veaj 35 eurvezh, e oa bet harzet Evelyn, ha goude bezañ aterset start, evel pa vije tourfedourez, e oa bet kaset en-dro d'he bro.

Evit Patagonaiz ez eo Kembre 'ar Vro Gozh', met reolennoù Breizh-Veur a-fed an dud eus lec'hioù er-maez eus Europa zo deuet da vezañ dibleg, dall ha diot.

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8090000/newsid_8091500/8091562.stm

No comments: