05/06/2009

8.9% eus studierien skol-veur Kembre a ya kuit goude ur bloavezh studi

E Breizh-Veur e kuita muioc'h-mui a studierien ar skol-veur kent echuiñ o studioù. 7.4% eus ar re yaouank a oa aet kuit goude ur bloavezh studi e 2007, pa ne oa nemet 7.1% e 2006.

Dre ma klasker sachañ yaouankiz a bep seurt, ha n'eo ket hepken ar re akademiek en un doare hengounel, da vont d'ar skol-veur, e vez degemeret kalz ha na vijent ket aet da heuliaù studioù uhel gwechall. Diaes e c'hall bezañ evito da chom gant o studioù dre ma n'eus ket bet lakaet pouez war se er ger na gant mignoned dezho. Kudennoù arc'hant e-leizh a sav evit an holl studierien bremañ, ha kavout a ra da veur a hini ne dalvez ket ar boan sammañ dleoù n'eus forzh pegement evit ober un dra ha na gavont ket gwall zedennus, forzh penaos.

E Kembre ez a kuit 8.9% eus ar studierien, muioc'h eget e Bro-Saoz, eta: 7.1%. E Bro-Skos eo gwashoc'h c'hoazh: 9% well-wazh. Goulennet e vez digant ar studierien paeañ evit o studioù ha kalz a gav dezho, ur wech bet tremenet ur bloavezh o studiañ, e koust re ger. Gant meur a hini all ne vez ket tizhet ar pal ha mont a reont kuit disouezhet ha tristaet pa gav dezho ne c'hallont nemet c'hwitañ er vuhez.

David Willetts, a-berzh ar Virourien, a lavar: 'Evit gwir, war zigreskiñ eo ez a feur ar re bet desavet e familhoù paour hag a ya goude d'ar skol-veur da studiañ, hag ouzhpenn se ez eus nebeutoc'h a studierien hag a gas o studioù da benn. N'eo ket deuet ar gouarnamant a-benn da zirouestlañ ar c'hudennoù, rak ret e vefe adwelet sistem an deskadurezh da vat.'

http://news.bbc.co.uk/1/hi/education/8083373.stm

No comments: