D'al lun 1añ a viz Mezheven eo bet toullbac'het Ffred Ffransis, ur stourmer kozh evit gwirioù ar c'hembraeg. Pemp devezh e ranko tremen er prizon e Pen-y-bont.
Harzet e oa bet Ffred Ffransis 8 vloaz zo p'en doa kemeret perzh en ur vanifestadeg a-enep ar stalioù en Heol y Frenhines, Kerdiz, evit sachañ evezh ouzh an doare ma vez dianavezet ar c'hembraeg ganto. Dre ma kav dezhañ n'eus bet chañchamant ebet en o emzalc'h abaoe en deus nac'het paeañ an dell-gastiz en doa bet neuze.
Da varn Cymdeithas yr Iaith, daoust m'emañ ar Vodadeg Vroadel o c'houlenn ar gwir da lezenniñ war ar c'hembraeg, n'emeur ket o c'houlenn galloud a-walc'h ma vefe efedus ul lezenn yezh nevez, forzh penaos. Ha pa vefe ul lezenn nevez, e chomfe ar stalioù hep implijout ar c'hembraeg ha n'afed ket war-raok da vat.
No comments:
Post a Comment