Digoret e oa bet Ysgol Gynradd Llwynderw e 2002, met war un dachenn all, e karter Sgeti (Sketty). Gortozet eo ez aio war greskiñ niver ar skolidi, ha plas a vo evit 350.
An emsav Rhieni Dros Addysg Gymraeg zo bet o stourm ma vefe digoret muioc'h a skolioù kembraek en Abertawe ha tro-war-dro. Eus o ferzh en deus lavaret Heini Gruffudd ez eo 'dispar, goude stourm e-pad ugent vloaz, gwelet ur skol gembraek gant ar re wellañ er vro a-bezh, diazezet en ur c'horn ma ne oamp ket evit krediñ e vefe... Diazezañ ar skol-mañ zo un doare huñvre.'
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8080000/newsid_8086000/8086018.stm
No comments:
Post a Comment