22/05/2009

Un tamm muioc'h mac'homet an denelezh...

Nemet er menez Niyamgiri e stad Orissa, India, ne vev an Dongria Kondh. Daoust da se ez eo mennet Vedanta Resources da gleuziañ ar baoksit (kailh an aluminiom) eno. An Dongria, ha tud Kondh all war ar lec’h, zo o stourm ouzh Vedanta, pa fell dezho n’afe ket o bro da ouelec’h greantel.

Tud Kondh all zo o c’houzañv c’hoazh en abeg d’un uzin ma vez puraet baoksit e traoñ ar menez Niyamgiri.

Ouzhpenn 8,000 Dongria Kondh zo er menez Niyamgiri, ha skoazellet o deus o doare-bevañ hag o relijion da ziwall koadeier fetis ar vro ha pinvidigezh an natur eno. Gounezet e vez trevadoù ganto koulz war an diribinoù evel er c’hoadeier, ha dastum a reont delioù ha frouezhioù gouez da werzhañ.

Ober a reont ‘Jharnia’ (diwaller ar gwazhioù-dour) anezho o-unan, o vezañ ma tiwallont o menez sakr, hag ar stêrioù a sav en e goadeier, hag a ro buhez d’ar vro.

Mengleuz zigor Vedanta a zistrujfe ar c’hoadeier, a saotrfe ar stêrioù hag a gasfe an Dongria Kondh, evel pobl ganto ur sevenadur dibar, da get.

Gallout a rit skoazellañ an Dongria Kondh dre gas lizheroù o venegiñ ho preder. War lec’hienn Survival International e welfec’h ur film diwar o fenn, ha kavet e vo eno ar chomlec’hioù ret:

http://www.survivalfrance.org/peuples/dongria


No comments: