22/05/2009

Kriz an arsavioù-servij en hanternoz Bro-Skos

War-dro un hanter eus stalioù-esañs hanternoz Bro-Skos a c’hallfe serriñ dindan zek vloaz, hervez un danevellskrid nevez. Diwar an 231 a arsavioù-servij en Douaroù-Uhel, war an inizi hag e Moreibh (Moray) hag Earra Ghàidheal (Argyll), e c’hallfe bezañ kollet kement ha 114. Ar c’horn ma vefe ar brasañ kolloù eo Inizi Orc’h (Arcaibh /Orkney), m’emañ dazont 17 diwar ar 28 stal-esañs en arvar.

An digresk er gounidoù eo ar pennañ abeg evit serriñ ar stalioù-esañs, met diaesterioù bras a c’hallfe bezañ en dazont evit tud ar vro ha dreist-holl evit ar re gozh mar bez ret beajiñ pell evit prenañ esañs. Noazañ a c’hallfe an douristelezh ivez.


http://news.bbc.co.uk/1/hi/scotland/north_east/8055334.stm

No comments: