20/05/2009

Sant-Brieg - Aberystwyth - Esquel

Aberystwyth zo gevellet gant Sant-Brieg, evel ma ouzer, met bremañ ez eo gevellet ivez gant Esquel e Patagonia.

Ouzhpenn kant vloaz zo e oa aet Kembreiz en harlu da Batagonia. Diazezet e voe un drevadenn gembraek eno dre ma seblante bezañ gwelloc'h se eget lezel an dud da vont da veur a lec'h dre ar bed ha da goll o yezh hag o sevenadur.


Un eisteddfod a vez dalc'het bep bloaz en Esquel c'hoazh hag un tamm kembraeg a chom, daoust ma'z eo bet displantet ar yezh, war an holl, gant ar spagnoleg.

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8050000/newsid_8058100/8058147.stm

Evel ma tiskouez ar panell el luc'hskeudenn ez eo gevellet Aberystwyth ivez gant Kronberg im Taunus e Bro-Alamagn.

No comments: