08/05/2009

Tredanva gaz nevez Kembre

Hiziv e vo kroget da sevel un tredanva gaz nevez en Aberdaugleddau (Milford Haven) e kreisteiz Sir Benfro (Pembrokeshire), mervent Kembre. Koustañ a raio £1 miliard ha 2,000 a bostoù-labour a vo krouet evit micherourien ha tud all. Tri bloavezh e pado al labour sevel ar greizenn ha goude e vo gopret ur 100 den bennak eno.

Tredanva an embregerezh RWE npower eo hemañ ha kenderc'hiñ a raio 2000 megawat a dredan, trawalc'h evit 3 milion a diez.

Hervez Mignoned an Douar (Kembre) e vo foranet kement a wrez gant an tredanva ma vo noazet an ekosistem tro-dro. Ar gwrez-se a efedo war ar pesked, war ar reuniged ha war an dourgon. Diouzh an tua all, emañ Rhodri Morgan, Kentañ Ministr Kembre, ha dilennidi ar c'horn-bro-se e Parlamant Londrez hag e Bodadeg Kerdiz, e-touez ar re a zo a-du gant ar raktres.


Dres evel m'emañ kreizennoù nukleel Yr Wylfa ha Trawsfynydd e-kreiz broioù eus ar c'haerañ, tredanva nevez Aberdaugleddau ivez zo en unan eus bravañ kornioù Kembre. Amañ e weler bleunioù sêr y gwanwyn ('stered an nevezamzer'... hag e brezhoneg?) Scilla verna, e Penntir Gofan er c'horn-se.


http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8030000/newsid_8038800/8038800.stm

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_7870000/newsid_7872500/7872583.stm

http://www.rwe.com/web/cms/en/113648/rwe/press-news/press-release/?pmid=4002972

No comments: