06/05/2009

Doareoù kozh ar Vretoned Hervez 'Le Trésor du Breton Parlé' gant Jules Gros

Ganet e oa bet Jules Gros e Pariz ha fiziet kazi diouzhtu en e vamm-gozh a oa o chom e Tredraezh, e-kichen Lannuon. Eno eo e tremenas e seizh vloavezh kentañ. Ar brezhoneg a oa yezh an ti, ha ne grogas ar paotrig da zeskiñ galleg nemet pa voe kaset d'ar skol e 1895. Pa oa seizh vloaz e tistroas da Bariz, ma chomas e-pad daou vloaz, ken na zivizas e vamm dont en-dro gant he mab da Dredraezh da chom. Daoust ma komprene c'hoazh ar brezhoneg, ne oa mui gouest ar paotrig da gomz ar yezh. E vamm-gozh a grede ne felle mui dezhañ komz ganti, ha kregiñ a reas da skuilhañ deroù puilh. Doaniet e oa Jules Gros, ha touiñ a reas e rafe e seizh gwellañ a-benn mirout yezh e dadoù-kozh. (El luc'hskeudenn e weler Jules Gros da 102 vloaz e 1992)

A-raok ar Brezel Bras e krogas da zastum troioù-lavar Bro-Dreger. E gelaouerez kentañ a voe e vamm-gozh, a oa pinvidik-meurbet he brezhoneg. Mont a reas goude da vale bro da gomz gant pesketourien ha gant labourerien-douar e gorn-bro. Pa'z eas war e leve e krogas da lakaat urzh en notennoù puilh a oa bet dastumet gantañ a-hed un hanter kantved, hag e 1965 e voe embannet levrenn gentañ Le Trésor du Breton Parlé. Peurwerzhet e voe buan al levr-se, hag adembannet e 1970. Er bloaz-se ivez e teuas er-maez an eil levrenn. Div levrenn all a zeuas da glokaat al labour vras-se.


Ouzhpenn 80,000 tro-lavar boblek a gaver el levrioù-se. Drezo e c'haller teurel ur sell ouzh arvezioù zo eus ar sevenadur diwar ar maez e penn kentañ an ugentvet kantved. Lod anezho, dreist-holl ar re a sell ouzh an doare da lenn en oabl amzer an deiz war-lerc'h, zo anavezet-mat c'hoazh. Den ne vefe souezhet o klevout Skler eo al loar: skorna a raio
[1], pe Kelhiet eo an heol, warhoaz e raio glao[2] pe c'hoazh Pa vez kelhiet al loar e vez tost d'eur barr amzer fall.[3] Dedennus avat eo an troioù-lavar skeudennet implijet pa vez fall-put an amzer: An amzer-mañ a zo a-berz an diaoul[4], ha pa vez an heol o skediñ e-pad ur barrad glav: An diaoul o pilad e wreg![5]

Puilh eo an doareoù da ziouganañ amzer fall - dre sellout ouzh an heol,
[6] dre ar mor,[7] dre an avel,[8] dre ar goulouioù Sant Hern,[9] pe c'hoazh dre zoare ar wennig astennet war an douar.[10] Al loened ivez a c'hall lavarout deoc'h hag ober a raio glav hag avel:

Er goanv, pa vez ar hizier o lemel o baro (pa dremenont o zroad dreist o skouarn), e vez amzer fall.
[11]

Pa weli eur hi o hounid e gerh, lavar hardiz e vo glao souden.
[12]

Ne glevez ket an drask oh ober lien? Amzer fall a zo da veza adarre.
[13]

Pa vez gwelet ar flistrerezed-dour o redeg war an henchou e vez seblant amzer fall.
[14]

Al liammoù etre al loar hag ar mor a oa anavezet-mat: En deiz ma vez krouet al loar ez eo an nevez. Pa ne vez loar ebed, neuze, e vez an nevez bihan.
[15] Hag e-pad ar marvor e chom an aocherien er gêr, rak gant ar marvor ne vez ket kavet a ormel.[16]

Al labourerien-douar ivez a selle ouzh an oabl a-benn gouzout pegoulz e oa ar gwellañ mare da hadañ: Ordinal e sellom ar houlz da hada; gand an diskarloar e vez graet.
[17] Gant ognoned zo avat e veze disheñvel an traoù: An ognon gwenn a vez hadet e-kerz diskarloar miz eost.[18] Preder a veze kemeret ivez gant ar greun, rak An ed a vez lavaret a dap ar penndu pa vez hadet gand an nevez.[19]

An alioù roet e-serr pareañ ar c'hleñvedoù boas gant louzeier dastumet er pradeier ne vo souezhet den ebet ganto, daoust ma'z eo aet da goll seurt gouiziegezh en hon touez gant diorradur ar medisinerezh modern. Setu un nebeud anezho - an daou ziwezhañ dic'hortoz a-grenn hiziv an deiz:

Eul louv-bleiz a veze lakeet gwechall war an devadennou.
[20]

Ar wir-ivinenn a zo mad he gwriziou ouz ar boan-izili.
[21]

Louzaouenn-ar-groaz a zo mad da denna ar gwad bloñset.
[22]

Rouanez-ar-prajou a zo mad da lakaat an dud da droaza; birvi dour war ar gwriziou a vez greet.
[23]

Pa vezer bet piket gand eur wenanenn pe eur wespedenn ne vez ken med frota ar hrohen gant kaoh-skouarn.
[24]

Evit gwellaad ar bennsah e vez lavaret teir gwech dioustu hep dizalani: - “Pennsah, pennsah! Bout da benn er zah, a-benn warhoaz e vo yah!”
[25]

Ur geotenn zo ivez n'eo bet morse dastumet gant den, met start e oa ar gredenn enni gwechall: Bez' a zo eur heotenn hag eur vizinenn hag a gelh: ar hourheotenn hag ar hourvizinenn, ze n'eo ket gevier.
[26] Meur a anv zo bet roet dezhi: geotenn real, gourc'heotenn, saouzanenn, hep ankounac'haat ar gourvezhin hag ar gwir-vizinenn a strobinell an dud pa valeont warno en noz.[27] Kreskiñ a rae ar geot-se el lec'hioù gleb. O anavezout a raed dre o doare iskis, rak ar wir-heotenn a ya a-benn d'ar mare, d.l.e. a-enep red an dour. Ar spesad geot burzhudus-se a lakae an dud da goll o hent, pa gerzhent warno. E Lannsalïou e vez kelhiet an dud: eno a zo (ez eus) kalz a hourheotennou el lanneierou gleb.[28]

Ar ger 'kelc'hiañ' a gouna galloud ar sorserien a-wechall a drese, gant ur vazh wenn, ur c'helc'h en-dro d'an den a felle dezho strobinellañ . Pa vezed lakaet dindan gazel-ge evel-se e weled tiez uhel tro-war-dro, ha dic'houest e vezed neuze da adkavout an hent. Dre chañs ne oa ket re ziaes adkavout an nord: Evit beza digelhiet ne vez ken d'ober nemed lakaad ar godellou war an tu-gin.
[29] En em c'houlenn a c'haller daoust ha ne veze ket kerzhet war ar c’heotenn-se dreist-holl gant Breizhiz tommet mat d'o fenn, re a felle dezho displegañ d'o gwreg perak e oant o tistreiñ ken diwezhat d'ar gêr hag hep gwenneg ebet en o chakodoù. Forzh penaos e ouie c'hoazh an dud e oa gwelloc'h chom e-tal an oaled da veilhadenniñ kentoc'h eget mont da vale bro en noz, rak Al loar a vrev an dud pa bar warno en noz.[30]

Brizhkredennoù all a gaver en dastumadenn. D'ur mare ma varved er gêr, gant tud ar familh oc'h ober war-dro an den war e dalaroù, e anavezed seblantoù ar marv: Pa vez eun den prest da vervel e vez gwelet kelh-ar-maro war e vizaj.
[31] Piñset eo ar genou hag ar fri, hag alese ar c'helc'h a weler war zremm an hini toc'hor. Ne felle ket kennebeut d'an dud gwelout ur bez digor d'ar sul, pa greded e varfe neuze unan all a-raok pell: Me na blij ket din gwelet d'ar zul digor an douar santel.[32]

Ur galloud hud a oa gant ar merc'hed didad, rak pareañ a c’hallent ar skoaniñ: Gwechall e veze gwelleet droug-al-léh gand ar merhed a veze bet ganet goude ma veze maro o zad.
[33]

Niver ar feunteunioù e Breizh a gas da soñj keal an dourioù a zo bet advabet gant an Iliz. N'eo ket ret mont re bell da adkavout brizhkredennoù pagan er c'hehel-se, evel homañ a sell ouzh ar re vihan. Evit gouzout ha pareañ a rafe ur bugelig klañv e vefe ret teurel unan eus e jakedennoù er feunteun. Ma'z ae d'ar strad e oa ur seblant fall. En degouezh all avat: Ma chom ar jakedenn war varr an dour e teuio ar bugel e-barz.
[34] Ur vrizhkredenn all liammet gant an dour a sell ouzh an doare da bareañ diouzh un taol-heol: Pa vez tapet an heol e vez mad dour laered eus teir feunteun er zav-heol. [35] Ur wech c'hoazh ez alier ivez an dud da chom er gêr goude ar c'huzh-heol, rak n'eo ket mad mond da gerhad dour ar velhouedenn.[36]

Gwelet hon eus e tiskouez doareoù loened an ti amzer an deiz war-lerc'h. Galloudoù hud a veze gant un nebeud eus al loened-se, da skouer gant ar c'hizhier du. Meneget int div wech - da gentañ : Ar hizier du a vez lavaret e vezont kizier an diaoul hag a gah arhant.
[37] Neuze ivez e oa anat o darempredoù gant Paolig, rak Ar hizier a ra o zabad en eur park a dri horn.[38]

Ar chas du a veze liammet brizhkredennoù outo ivez. Krediñ a rae tud zo, hag int kristenien vat, e c'halled distreiñ war an douar goude ar marv dindan ur stumm disheñvel. Sed a c'hoarvezas d'ur Yann bennak: Ar hi du a veze gwelet eno diouz an noz a oa Yann-Goz oh ober e binijenn.
[39]

E-touez loened an ti e oa ivez ar yer. Ar re-se ne vezent ket lakaet da c'horiñ e miz Mezheven, rak hervez ar gredenn boblek e talc'hent da dreiñ-distreiñ, ken na varfent:
E miz even ne vez ket lakaet ar yer da hori, rag neuze, e vezevennont.
[40] Dre vras ne veze ket gwelet mat ar miz-se gant an Dregeriz, rak krediñ a raent e oa stank an direizhderioù er mare-se eus ar bloaz. Ar pezh a dalvez evit ar yer a dalvez ivez evit an dud, ha zoken evit ar mor ivez, hervez ar skouerenn-mañ: E miz even e vezevenn ar mor hag e vez disuït: hizio e trëo kalz ha warhoaz ne drëo kazi tamm ebed.[41]

Aet da get eo ar sevenadur diwar ar maez bremañ. Ne vez mui dastumet Kegelig ar Werc'hez e miz Gwengolo a-benn diwall an ti diouzh an tanfoeltr.
[42] Ne vez mui klevet lavarennoù zo evel Krog eo ar bik en he skouarn,[43] pa gomzer eus ur plac'h a zo ar c'hoant dimeziñ ganti. Disheñvel eo doareoù an unanvet kantved warn-ugent diouzh re zeroù an ugentvet kantved. Dibar avat eo bet labour Jules Gros pa c'hall hon lakaat da gompren spered ar Vreizhiz o deus bet ar brezhoneg evel o yezh vamm, hag alies evel o yezh nemeti.

Levrlennadur:
Jules Gros, Le Trésor du Breton Parlé, deuxième partie, Dictionnaire Breton-Francais des expressions figurées, Les Presses Bretonnes, 1970
Daniel Giraudon, ‘Jules Gros et 'Le Trésor du breton parlé', Ar Men, niv 39, p 26-37

[1] p 320 (Teurel evezh: Miret eo bet doare-skrivañ al levr er skrid brezhonek, ha lakaet en doare-skrivañ zh en droidigezh kembraek.)
[2] p 248 [3] p 248 [4] p 100 [5] p 101 [6] p 472 [7] p 346 [8] p 296 [9] p 185 [10] p 205 [11] p 314 [12] p 252 [13] p 317 [14] p 161 [15] p 320 [16] p 343 [17] p 460 [18] p 320 [19] p 408 [20] p 51 [21] p 209 [22] p 289 [23] p 447 [24] p 232 [25] p 409 [26] p 248 [27] p 209 [28] p 248 [29] p 248 [30] p 65 [31] 248 [32] p 109 [33] p 203 [34] p 33 [35] p 300 [36] p 345 [37] p 100 [38] p 243 [39] p 415 [40] p 353 Alies e Treger e vez klevet 'mizevenniñ' kentoc'h eget 'mezevenniñ.' [41] p 353 [42] p 206 [43] p 291

Embannet e voe ar pennad-mañ, gant Jacqueline Gibson, war Breizh-Llydaw, niverenn 41 (miz Eost 2005), 20-22.

No comments: