Enezenn Sili (‘Sully’ e saozneg), 450 metr diouzh aod Bro Morgannwg zo da werzhañ. 14.5 devezh-arat eo an enezennig ha prest eur da sellet ouzh kinnigoù en tu all da £1.25 milion. Un tu koll zo avat, rak n’eo ket aotreet sevel batimantoù eno, ha nemet e-pad un eur, a-raok an tre, hag e-pad un eur goude, ne c’haller mont betek enni war ar chaoser he stag ouzh an douar-bras.
An enezenn zo ur repu evit spesadoù plant ha n’int ket stank er c’horn-se, orkideen ar wenanenn - evel-se eo anavezet e kembraeg, da nebeutañ - (Ophrys apifera), da skouer, hag en dourioù tro-dro e vez kavet moru, merlanked, kizhier-rous, sili-mor ha draeneged.
Mar karfec’h gwelet pegen kaer eo an enezenn, a-raok pellgomz da Chris John and Partners, an hanterourien e Kerdiz a zo ouzh he gwerzhañ, e welfec’h anezhi war Flickr:
http://www.flickr.com/photos/stevecastle/3281298891/
http://www.walesonline.co.uk/news/wales-news/2009/05/08/welsh-island-up-for-sale-91466-23571894/
No comments:
Post a Comment