02/05/2009

Doareoù hor brudetañ strobinellour displeget da Gembreiz Aberystwyth, e brezhoneg

D'ar yaou 30 a viz Ebrel, da noz, er Skol-Veur Gozh en Aberystwyth, o doa bet brezhonegerien Aberystwyth, pe zarn anezho kentoc'h, plijadur o selaou kaozeadenn Yann Talbot diwar-benn gwerz Marzhin.

Doare komz Yann zo sklaer ha ken aes da gompren, pep ger distaget fraezh gantañ ha gant ur pouez-mouezh hag a zo un dudi d'ar skouarn. Trugarez dezhañ da vezañ hor c'haset war roudoù an divinour kevrinus.

Siwazh, ar re na oant ket deuet ne c'hallont kaout nemet un tañva eus ar pezh o doa kollet; talvezout a rafe dezho sellet ouzh ar video berr-mañ koulskoude:

No comments: