05/05/2009

Dekvet deiz-ha-bloaz Bodadeg Vroadel Kembre

Dek vloaz zo e vo krouet Bodadeg Vroadel Kembre (Cynulliad Cenedlaethol Cymru) ha roet da’r vro, evit ar wech kentañ, un tamm mat a emrenerezh.
Hervez ar Western Mail pa voe goulennet ouzh izili ar Voadadeg petra a oa ar pouezusañ labour bet kaset da benn gant gouarnamantoù Kerdiz e voe respontet, en urzh-mañ:

1. Reiñ aotreoù d’ar retreidi da vont digoust gant ar busoù, gant ar c’hirri-boutin, ha gant an trenioù.
2. Lakaat ar vroad da gaout muioc’h a fiziañs enni hec’h-unan
3. Envel ur c’homiser kiriek eus ezhommoù ar vugale.

Ret eo gouzout ne oa ket entantet Kembreiz gant raktres ar Vodadeg pa voe kinniget dezho er penn kentañ. Da heul ur referendom e voe krouet, met nemet 50% eus an dud n’o doa votet neuze ha nemet 50.3% eus ar re-se ne oa a-du e vefe krouet ar Vodadeg.

Ken dipitus all eo bet niver an dud o vouezhiañ e mouezhiadegoù ar Vodadeg abaoe: 38% e 2003 ha 44% e 2007.

Betek-henn, evel-just, ez eo bet tamm-pe-damm kenliv ar Vodadeg e Kerdiz gant ar gouarnamant e Londrez. Gwir eo emañ Plaid Cymru o kemer perzh ivez bremañ, met seblantout a ra ar vroadelourien plegañ peurvuiañ da youl Labour, ar brasañ strollad er c’hengevredad a ren ar vro. Bremañ avat e teu da vezañ anataoch-anatañ ne vo ket Labour evit gounit c’hoazh e mouezhiadegoù Breizh-Veur, ha gant ar Virourien o ren e Londrez, na cheu a c’hallfe sevel etre Londrez ha Kerdiz!

http://www.walesonline.co.uk/news/wales-news/2009/05/05/has-the-welsh-assembly-had-much-of-an-impact-91466-23540669/

No comments: