E 1788, pa oa krog Breizh-Veuriz da drevadenniñ Sydney, Aostralia, hag he zrowardroioù, e oa Dharug ar yezh a gomze annezidi ar vro. Nebeut-ha-nebeut ez eas ar yezh-se da get, mac’homet ma oa sevenadur ar gentvroidi gant hini o alouberien europat.
Ar re ziwezhañ a gomze ar yezh-se en doare hengounel a oa marvet e dibenn an naontekvet kantved ha chomet eo e skridoù hepken. Bremañ, avat, ez eus kelennerien e Chifley College e Sydney o klask c'hwezhañ buhez adarre en eskern sec'h-se, ha klevet e vez c’hoazh tud o komz Dharug. Dre bouezañ war an adlavaret ha dre implijout kanaouennoù e teu ar c’hentelioù da vezañ koulz buhezek hag efedus. War-dro unan diwar bemp eus ar studierien e Chifley College zo a ouenn ar gentvroidi. ‘Badagarang!’ a huch ar c’hlas pa c’houlenner outo petra eo ‘kangourou’ en o yezh kozh. ‘Dingo’, ‘wallaby’ ha ‘koala’ zo gerioù anavezet-mat ganeomp ha bet amprestet digant Dharug, hervez kont.
Diwar ar 270 bennak a yezhoù a gomze ar gentvroidi pa oa en em gavet an alouberien, nemet etre 60 ha 70 ne chom evel yezhoù komzet war ar pemdez hiziv, ha diwar ar re-se, ur c’hwec’h bennak a zo kreñv pe kreñvik ha treuzkaset c’hoazh a rummad da rummad, eme John Hobson, kelenner e Skol-Veur Sydney.
http://news.bbc.co.uk/1/hi/world/asia-pacific/7992565.stm
No comments:
Post a Comment