O skarzhañ dindan kannaded parlamant Breizh-Veur emeur d’an ampoent, hag o tiskoachañ ar frejoù bet paeet dezho. Paul Murphy, da skouer, Ministr an Aferioù Kembreat ha kannad Torfaen evit ar Strollad Labour, a voe paeet £3000 dezhañ evit lakaat ur gaoter nevez en e eil ti, pa gave dezhañ e veze ‘re domm’ an dour. ‘Ne’m eus graet mann ebet a-enep ar reolennoù,’ emezañ.
Evit gwir, kaoter an aotrou Murphy n’eo ket kalz a dra e-keñver ar pezh a zo bet goulennet gant darn. Ministr an Douristelezh, Barbara Follett, da skouer, a voe goulennet £25,000 ganti evit patrouilhoù diogelroez er gêr. Tud all er gouarnamant, daou di ganto, a zo bet oc'h envel an eil ti hag egile, a bep eil, evel 'eil ti' a-benn goulenn frejoù. Ur wech renket an 'eil ti' ha lakaet ardivinkoù brav e-barzh e teue tro d'an ti kentañ da vezañ 'eil ti', ma c'halled goulenn arc'hant c'hoazh.
O tiskuliañ emeur an titouroù er gelaouenn The Daily Telegraph, ha war greskiñ ez a dalc’hmat dispriz an vouezherien ouzh ar bolitikourien. Daoust ha pet a Vreizh-Veuriz a gemero poan da vouezhiañ e votadegoù Europa d'ar 4 a viz Mezheven?
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8030000/newsid_8039500/8039597.stm
Ha mar fell deoc'h gwelet Paul Murphy en dour bet tommet evitañ gant e gaoter nevez:
http://cambriapolitico.com/2009/05/paul-murphys-hot-water/comment-page-1/
No comments:
Post a Comment