09/05/2009

Berzañ ar c'hembraeg

Berzet eo bet ouzh unan eus ar re a labour e gourmarc'had Morrisons e Caergybi (Holyhead), war Enez-Von, komz kembraeg. Meur a wech e oa bet lavaret da zDavid Evans, hanter-kant vloaz, gant rener ar stal e oa ret dezhañ chom hep komz ar yezh gant unan eus e genlabourerien hag erfin e oa en em gavet ken hegaset ma kave gwell reiñ e zilez eget chom da labourat eno.

Bep bloaz pe dost e c'hoarvez da embregerezh pe embregerezh berzañ ar c'hembraeg e Kembre. Thomas Cook ha Tesco zo bet e-touez ar re o deus graet se n'eus ket keit-se zo.

Sachet ez eus bet evezh war an direizhder-mañ gan Cymdeithas yr Iaith. Peur e vo roet ar galloud da Gembreiz da greñvaat lezennoù ar yezh?

http://cymdeithas.org/2009/05/01/gweithiwr_yn_cael_ei_rwystro_rhag_siarad_cymraeg_yn_morrisons.html#rhagor

(Al luc'hskeudenn eus stourmerien a-enep politerezh yezh Morrisons a zo diwar al lec'hienn-se)

http://www.dailypost.co.uk/news/north-wales-news/2009/05/04/holyhead-morrisons-worker-quits-job-over-language-row-55578-23533901/

.

No comments: