22/04/2009

Ti-Moneiz ar Rouanez da vezañ prevezet


















skeudenn: Plijout ar ra da Di-Moneiz ar Rouanez kinnig dezevioù nevez alies a-walc'h

D’an 21 a viz Ebrel, 2009, e voe disklêriet gant Alistair Darling, Ministr ar Yalc’h evit Breizh-Veur, e vo cheñchet statud 'Ti-Moneiz Roueel' Breizh-Veur(ar 'Bathdy Brenhinol', da lâras Kembreiz) ma c’hall bezañ privatizet a-barzh nemeur. E zisklêriadur ne zeu nemet un nebeud devezhioù goude ma lavare Jane Davidson, Ministr an Endro e Gouarnamant Kembre, e vefe ret mirout e statud evel embregerezh foran. E Llantrisant, m’emañ Jane Davidson ezel eus Bodadeg Broadel Kembre, emañ an Ti-Moneiz.

Hervez Leighton Andrews, kannad ar Strollad Labour er Rhondda, ha Chris Franks ha Leanne Wood, a zo izili eus ar Vodadeg a-berzh Plaid Cymru, e vefe ur fazi prevezañ an Ti-Moneiz. Rakgwelet ar reer e vo dic’hopret tud mar bez kemmet ar perc’heniezh, ha noazet c’hoazh ekonomiezh Kembre.

E kembraeg ez eo anavezet Ti-Moneiz ar Rouanez ('The Royal Mint' e saozneg), evel ‘Y Bathdy Brenhinol’. Ar ger ‘bathu’ e kembraeg a dalvez kement ha ‘stummañ, ober pezhioù-moneiz (arian bath) eus ar metal dre reiñ ur stumm dezhañ.’ Anat eo e teu diwar ar memes gwrizienn hag ar ger ‘bazh’ e brezhoneg, pe diwar al latin pe dre un hent all. Anat eo e vez ret skeiñ evit ober pezhioù-moneiz ha petra, nemet skeiñ, a vez graet gant ur vazh?

http://www.walesonline.co.uk/news/wales-news/2009/04/21/royal-mint-prepared-for-privatisation-91466-23436096/


http://news.bbc.co.uk/1/hi/business/8011331.stm

1 comment:

Anonymous said...

Pegoulz e vo ur bank broadel breizh ?