Enez Pask zo un enezenn distro-kenañ, e-kreiz ar Mor Habask, hag ouzhpenn 3,000 kilometr eus kreizennoù poblañs bras all, da lavaret eo en Tahiti hag e Chile. Un enezenn mein tanveneziek zo anezhi, hag anavezet eo gant an holl abalamour d'he feulvanoù kizellet, bras-bras, a vez graet Moai anezho. Te-pito-Henúa (Begel ar Bed) e voe badezet gant hec’h annezidi gozh, er yezh Rapa Nui – ur yezh hag a chom bev bepred, sezizet avat, dreist-holl abalamour d’an douristelezh. Goude ma voe dizoloet da Sul Fask, 1722, gant an amiral Roggeveen, e voe advadezet Enez Pask.
Meur a zamkan zo bet kinniget a-benn displegañ orin an enezourien. Hervez an arkeologourien e voe dizoloet Te-pito-Henúa gant Polinezianed war-dro 400 Oad Krist, ha hervez ar vojenn ez eo Hotu Mantua anv ar rener meur ‘a zegasas e bobl eus o enezenn orin, Hiva, pa oa aet dindan an dour.’
Ouzhpenn sevel pezhioù delwennoù mein ec’h implije an enezourien ar skritur Rongorongo. Rapa Nui, neuze, a oa ar yezh skrivet nemeti en Oseania. Marteze ez eo goude gwelet testennoù skrivet gant Spagnoliz, e dibenn an triwec’hvet kantved, e voe ijinet ar skritur Rongorongo. Implijet e veze betek ar bloavezhioù 1860.
Hiziv, pa skriver Rapa Nui, e vez implijet al lizherenneg latin. Studiet eo bet ar Rongorongo gant misionerien ha gant yezhourien, met den, nemet emichañs Steven Roger Fischer, rener Ensavadur ar Yezhoù hag al Lennegezhioù Polinesiat en Aukland, Zeland Nevez, n’eo deuet a-benn da ziskuliañ holl gevrinoù ar skritur-se.
Kavet e vez daou skritur all war an enezenn, da lavaret eo Ta’u ha Mama, met nebeut a ouzer diwar o fenn, ha gwall nebeut a enskrivadurioù a zo enno. War-dro 120 arouez zo er skritur Rongorongo, dreist-holl o taolennañ evned, pesked, doueoù ha plantennoù mesk-ha-mesk gant stummoù jeometrik. Lod a zo evit gerioù, lod evit sonioù ha lod a veneg mennozhioù diheverz.
Kalz a gizelladurioù e mein hag e koad zo war Enez Pask, kenkoulz hag artizanerezh tapa, un doare lien graet gant ruskenn gwez. Kemeret e vez ar ruskenn ha darc’haouet a-benn ober an danvez. Kannet e vez dindan an heol ha peget e vez ar bandennoù danvez an eil ouzh eben. Anavezet eo ivez evit ha zatouilherezh, he margodennoù fisel, he dañsoù hag he sonerezh.
War a greder, bep ma rae berzh an enezourien hag o sevenadur ez ae war greskiñ ar poblañs, ken na oa, marteze, ouzhpenn 10,000 a dud o chom eno – kalz re evit an ekosistem. Un diouer a zanvez madoù a oa neuze. Distrujet e voe ar c’hoadeier palmez strudus evit al labour-douar, hag a-benn cheñch plas d’ar melloù Moai. War-dro 1400 Oad Krist, war a hañval, e c’hoarvezas ur gwall ekologel, unan hag a c'hallfe bezañ ur gentel evit an holl zenelezh en deiz a hiziv.
Bec’h war enezourien Begel ar Bed, war ziskar ez eas o sevenadur. Brezelioù diabarzh a voe, ha hañvalout a ra e veze debret tud eno ivez. Erfin e voe divizet diskar an holl vMoai a oa bet savet a-hed an aodoù; ar re a weler bremañ a zo bet adsavet dre strivoù an hendraourien.
E 1752 e voe trevet an enezenn gant Spagn. Peruiz, pa oant aet di e 1862, a reas muioc’h a zistruj, avat, rak kemer a raent-i an enezourien da sklaved. A-benn 1877, nemet 111 den ne chome eno, o vezañ ma oa bet degaset kleñvedoù nevez drastus ha dre ma oa bet kaset kuit darn all.
Goude bezañ trevet gant Chile e 1888 ez eas ar poblañs war greskiñ adarre, ha bremañ ez eus war-dro 3,000 a enezourien, gant Rapa Nui all o chom e Chile, e Tahiti hag en hanternoz Amerika.
He melestradurezh hec’h-unan a voe roet d’an enezourien e 1965, met kalz eus an enezourien nevez a zo eus Chile, ha n’eo ket Rapa Nui anezho. Er bed a-bezh, nemet ur 5,000 Rapa Nui ne chom, hag evel meur a hini all, gourdrouzet eo o yezh gant an douristelezh ha gant ar skinwel.
Klasket he deus Vicky Haoa reiñ buhez nevez d’ar yezh dre implijout doare-kelenn divyezhek ar vMaoried, met start eo ar stourm, dre ma’z eo eus ar spagnoleg hag eus ar saozneg e vez ezhomm evit kaout darempredoù gant tud an douar-bras. Fellout a ra da'n enezourien deskiñ saozneg, alamaneg, galleg ha japoneg evit servijout gwell an douristed, hag ar paour kaezh Rapa Nui a zeu alies war-lerc'h...
Hervez ur studiadenn, e-serr gounit muioc’h a emrenerezh evit an enezenn e vez komzet Rapa Nui aliesoc’h bremañ gant darn eus an dud, ha klasket e vez chom hep he c’hemmeskañ kement gant ar spagnoleg, dreist-holl pa fell da dud an enezenn lakaat anat o hevelebiezh.
Adwelet diwar ur pennad bet embannet da gentañ war Breizh-Llydaw, niv. 44 (miz Eost, 2006), 14-15.
No comments:
Post a Comment