23/04/2009

Koumoul du war an dremmwel evit gouarnamant Kembre

Dec’h e oa devezh embann ar c’hellidsteuñv (ar budjet) e Breizh-Veur, hag evel ma oar an holl ez eo fall-daonet stad an armerzh amañ, ha bras-divent an toulloù e kef ar gouarnamant e Londrez. Kement-se a dalvez e vo ret da c’houarnamant Bodadeg Vroadel Kembre dispign ouzhpenn £200 milion nebeutoc’h er bloaz a zeu. Un £200 milion nebeutoc’h all a vo gantañ ivez evit ar raktresoù kevala hir dermen, o vezañ ma vo dispignet an arc’hant-se er bloaz-mañ a-benn reiñ lañs d’an armerzh.

N’eo ket sklaer c’hoazh peseurt divizoù a vo graet, ha pe efed en devo an enkadenn war ospitalioù, skolioù, skolioù-meur, ha servijoù all e Kembre, met hep mar ebet, ne vo ket aes d’ar Strollad Labour na da bPlaid Cymru, kenrenerien gouarnamant ar vro
.

No comments: