21/04/2009

Roz-kamm Kembre o sevel o fenn


Bleunienn vroadel Kembre eo ar rozenn-gamm, hag implijet e vez an arouez-se kalz muioc’h eget ar bourenn en deiz a hiziv. Al liamm etre an div blantenn vroadel n’eo ket diaes da gompren pa ouezer e vez graet, e kembraeg, ‘cennin Pedr’ (pour Sant Pêr) diouzh ar roz-kamm.

Ar roz-kamm zo brav da welet, met kavet ez eus bet ivez un implij dezho, rak e miz Ebrel 2004 e voe krouet an embregerezh Alzeim gant Trevor Walker, David Palmer hag Alan Porter, tri den hag a oa bet kenlabourerien war skiant al labour-douar. Enklaskoù Trevor Walker diwar-benn ar galantamin, ha diwar-benn alkaloidoù all, a vroudas an tri skiantour da ziazezañ o embregerezh.

Ar galantamin a vez produet er roz-kamm, ha diwarnañ e vez graet gant Alzeim un dramm hag a vez implijet evit gorekaat kresk ar c’hleñved Alzheimer.

Kavet e oa bet gant an tri enklasker e oa mat-kenañ hin, hag ivez pri, diribinoù ar Mynyddoedd Du e kostez Talgarth, e Kreisteiz Powys, Kembre, evit ar roz-kamm. Live ar galantamin er bleunioù er c’horn-se zo uheloc’h eget e lec’h all e Breizh-Veur hag en Europa.

Betek bremañ ez eo diwar bleunioù treuz-erc’h degaset eus Bulgaria hag eus Bro-Chin ez eo bet kavet ar muiañ a c’halantamin, met hiviziken, dre ma vo marc’hadmatoc’h ma ne vez ket ret mont ken pell war e lerc’h, ez eus spi da gaout e vo graet muioc’h a implij eus an dramm diazezet war ar galantamin gant mezeien Kembre ha Bro-Saoz. Evit bremañ, e Bro-Skos hepken e vez aotreet e reiñ dre ordrenañs.
37,000 a dud e Kembre zo gant ar c’hleñved Alzheimer, ha bep ma’z aio ar boblañs war goshaat ez aio an dregantad-se war greskiñ.

No comments: