'Arbedwch ein hysgol' (Saveteit hor skol!) - ur panell e Llanegryn, Meirionnydd, Gwynedd, unan eus ar skolioù niverus gourdrouzet dre gornaoueg Kembre
Gant ur c’huzul karget da adsellet an deskadurezh e Ceredigion, ur gontelezh e kornaoueg Kembre, ez eus bet erbedet serriñ pemp skol kentañ derez. Ouzhpenn se ez eus peder skol all hag a c’hallfe bezañ kevreet.
Sellet ez eus bet ouzh nav skol enno nebeutoc’h eget 20 a skolidi, hag er sizhun a zeu e vo roet da c’houzout d’ar skolioù-se pere a zo bet dibabet da serriñ. An erbedadennoù a vo breutaet e miz Mezheven.
N’eo ket e Ceredigion hepken emañ enkadenn ar skolioù. Abalamour d’o raktres da serriñ skolioù eo e voe displantet Plaid Cymru evel ar strollad a ren Kuzul Kontelezh Gwynedd. Eno e voe krouet ur strollad politikel a-ratozh kaer evit difenn ar skolioù bihan. Ar strollad-se, Llais Gwynedd (Mouezh Gwynedd) e anv, a oa deuet a-benn da skrapañ mouezhioù ar strollad broadel. Daoust da se, dre ziouer a arc’hant, ha dre ziouer a skolidi, anat deoc’h, n’eo ket sur tamm ebet e pado pell an astenn buhez bet roet d’ar skolioù bihan e Gwynedd.
Koll ar skolioù bihan zo un taol kriz n’eo ket hepken d’ar gevredigezh er bourkoù m’emaint, met ivez, alies a-walc’h, d’ar c’hembraeg.
No comments:
Post a Comment