27/04/2009

Ar c’hembraeg, yezh foran

Gant Kuzul ar C’hembraeg ez eus bet embannet disoc’hoù ur sontadur war emzalc’h Kembreiz ouzh ar c’hembraeg.

Hervez ar sontadur e kav da 76% eus an dud ez eo a bouez ec’h impljfe an embregerezhioù ar yezh pa vezont oc’h ober bruderezh evit o marc’hadourezh pe evit o servijoù, daoust ma ne lavare nemet 11% eus ar mil a dud bet goulennataet e oant barrek war ar c’hembraeg.

An disoc’hoù-se a dalvezo da Vinisitr ar Glad e Kembre, Alun Ffred Jones, pa’z a da reiñ testeni d’ar c’huzul bet anvet gant ar gouarnamant e Londrez evit divizout ha mat e vefe reiñ da Gembre ar galloud da zivizout politikerezh ar c’hembraeg, hep ma vefe ret kaout aotre ar gouarnamant kreiz.

Mar bez roet ar galloud da Gembre da sevel he lezennoù yezh hec’h-unan emichañs e vo gallet rediañ ar servijoù, evel re an dour, an energiezh, hag ar pellgehenterezh, ha c’hoazh embregerezhioù hag a vez roet kalzig a arc’hant dezho gant ar gouarnamant, da implijout ar c’hembraeg.

No comments: