Alies e c’houlenn ar re a zo o teskiñ kembraeg e Breizh peseurt levrioù ha danvez all a zo da brenañ evit mont pelloc’h.
Ar pep aesañ eo teurel ur sell ouzh Gwales, lec’hienn Kuzul Levrioù Kembre. Mar seller ouzh al liamm-mañ e c’haller dibab etre danvez da lenn (66 a ditloù), hentennoù (34), levrioù enno frazennoù talvoudus (19) ha pakadoù (levrioù gant CDoù, danvez evit ar skolioù, h.a.). 143 a ditloù zo ivez e rann ar yezhadurioù hag ar geriadurioù. Ar geriadurioù kembraeg-brezhoneg ha brezhoneg-kembraeg gant Rita Williams zo e-touez an oberennoù-se, met geriadurioù Yoran Embanner, da skouer, ha hentenn Skol Ober, Alc’hwez d’ar c’hembraeg, n’emaint ket.
http://www.gwales.com/icat/?tsid=4
No comments:
Post a Comment