20/04/2009

Dispac’herien zo o c’hortoz ma fenn

Unan eus hentoù strizh Landreger

Boas on da vont bemdez da vac’hallac’h Landreger, evit prenañ va zamm bara paneveken. Brav-kenañ e kavan ar banelloù strizh a gaver eus kostez an hanternoz, ar vanell Gergozh (Kercoz), hini an tri alvokad, hag ar ru Golvestr (Colvestr) ivez, bevennet ma’z int gant mogerioù uhel pe gant tiez kozh-kozh a zo bet test d’an istor ez an da gontañ deoc’h bremañ.

Daou gantved zo e oa Pierre hag Ursule Taupin o chom gant o femp bugel en un ti a sko war plasenn an Iliz-Veur. An ti-se a zoug bremañ ur blakenn en enor da Ursule, bet dibennet e traoñ ar blasenn-se d’ar 4 a viz Mae 1794. N’eus netra divoutin e plac’hed dibennet da vare an Dispac’h Bras. E Landreger avat? Petra a rae ar c’hilhotin eno ? Ha n’eo ket e Lannuon e veze barnet an dud d’ar marv, ha dibennet dres goude? Aet on war roudoù ar re dTaupin en un nebeud levrioù.

Tud devot e oant. Eskob diwezhañ Landreger, an Aotrou Le Mintier – a weler e zelwenn a-us d’e vez en Iliz-Veur – a gavas fred dezho en e balez. Paotr a gambr e oa ar gwaz; plac’h an ti e oa-hi.

Deroù an Dispac’h Bras e oa, ha mennozhioù an amzer nevez-se ne blijent tamm d’an Aotrou an Eskob. E emzalc’h a oa bet gwelet sklaer p’en doa savet ur skrid-goulenn evit enebiñ ouzh al le a fealded d’ar Republik a ranke an holl dud a Iliz touiñ e 1790. War-nes bezañ harzet e oa pa gavas tro da ziflipañ diouzh e warded ha da vont war-droad gant e vevel da gaout repu en ur c’hastell war an aod, pemp lev diouzh Landreger. Antronoz vintin e voent kaset gant ur vag-pesketa da Jerzenez, ma oant chomet betek 1796. An Eskob a yeas neuze da Vro-Saoz, ma varvas e Londrez e 1801. Moarvat en deus anavezet Yann-Vari al Lae, ur beleg breizhat a gavas ivez repu war Jerzenez hag e Londrez, hag a skrivas ur varzhoneg hir-meurbet, Reflexionou Christen war Revolution Franç, ma lenner kement-mañ:

Pell amzer zo dija ma’z on deuet da Vro-Saoz;
Pa zezir kalz ar galon, e skuizher o c’hortoz;
Ha ne’m eus nep esperañs da dremen c’hoazh ar mor!
Alas! E Frañs ne souffrer na belec na pastor.

Nac’hañ a reas Pierre Taupin mont da Vro-Saoz gant e eskop, ha distreiñ a reas-eñ da Vreizh, ma stourme par ma c’halle a-enep ar Republikaned o doa lazhet e wreg. E 1798 e varvas en un emgann dindan taolioù-fuzuilh ar re c’hlas.

Hag Ursule neuze? Peseurt vuhez a oa hec’h hini goude ma oa tec’het he gwaz? Feal e oa chomet d’he feiz, ha bevañ-bevaik a rae gant he bugale. Diwar 1790 e selled outi evel gwreg un divroad, ha neuze e oa bet diframmet diganti he holl vadoù hag he holl wirioù.

E 1794 avat e oa ar Spont Bras oc’h ober e reuz. Degaset e voe ur mell bagad soudarded eus Etampes, e Bro-Normandi, da Landreger a-benn ober ar riñs eno. Disklêriet e oa bet dezho e kuzhe Ursule Taupin daou veleg didou en he zi. Pa zeuas ar soudarded da skeiñ ouzh an nor, e klaskas ar veleien kemer an trec’h dre toennoù an tiez tro-war-dro, met harzet e voent, hag Ursule Taupin kenkoulz all. Goude un nozvezh en toull-bac’h e voent kaset da Lannuon, ma voe dalc’het o frosez tri devezh war-lerc’h. Kondaonet e voent d’ar marv, ha dibennet e voe an daou veleg en deiz-se, d’an 3 a viz Mae 1794. Ursule Taupin a oa da vezañ dibennet e Landreger antronoz. Staget he divrec’h dezhi e voe lakaet war ur marc’h a heulie ar c’harr a zouge ar c’hilhotin betek traoñ plasenn an Iliz-Veur. Tremen a reas he nozvezh diwezhañ dres e-kichen he zi.

Da zeiz he marv e touge Ursule ur sae wenn, warni pemp rozenn wenn, unan evit pep hini eus he bugale. Eizh vloaz ha tregont e oa pa varvas, ha ‘Vive le roi’ (Bevet ar roue) a oa he gerioù diwezhañ.

Mui ne chom netra eus he bez, nag eus ar pemp bodenn roz gwenn a greske warnañ, hervez ar vojenn. Ne chom nemet ar plakenn-se bet lakaet war he zi gant tud an ti-kêr a-benn lidañ daou-c’hant bloaz he marv.

Pennad gant Jacqueline Gibson , bet embannet da gentañ war an niverenn 49 (miz Eost 2008) eus Breizh / Llydaw

No comments: