19/04/2009

Peseurt chaoser war ar ster Hafren (Severn)?

Roet ez eus bet un doare nevez da Vae Kerdiz goude sevel ur chaoser nevez. Dour ar mor a chom eno a-hed ar wech bremañ, ma ne voe gwelet alies nemet lec'hid gwechall. Bremañ ez eus koaz eus ur chaoser kalz brasoc'h hag a lamfe digant an hirc'hareged o zachennoù boueta.



An Demokrated Frankizourien o deus diskleriet o eneberezh d'ar raktres da sevel ur chaoser bras-divent war ar ster Hafren (Severn) a-benn kenderc'hiñ tredan en un doare adnevezus. Ar pezh chaoser-se a c'hallfe produiñ kement ha 5% eus tredan ar Rouantelezh-Unanet, met a vefe drastus evit an natur war al lec'h.

An Demokrated Frankizourien zo savet a-du kentoc'h gant ur raktres evit ur chaoser bihanoc'h, unan ha na zistrujfe nemet 20% eus an tachennoù a bouez evit al laboused-mor hag al loened-mor, ha n'eo ket 80% evel ma rafe ar chaoser gwelet ar gwellañ gant ar gouarnamant. Anat eo, avat, ne brodufe ket kement a dredan glan...

Ar chaoser bras a astennfe eus Weston-super-Mare, e Bro-Saoz, betek Kerdiz, padal e vefe savet egile tamm-pe-damm etre Bristol ha Casnewydd (Newport).

No comments: