19/04/2009

Film kembraek war ar renk evit ur priz Bafta Cymru


Ar film skinwel war Martha, Jac a Sianco, diazezet war ur romant gant Caryl Lewis, zo bet kinnget evit ur priz BAFTA Cymru (BAFTA zo anv prizoù ar British Academy of Film and Television Arts). Kenstrivañ a ranko gant ar filmoù saoznek Abraham's Point hag I know you for best.

Caryl Lewis zo unan eus gwellañ skrivagnerien ar c'hembraeg en deiz a hiziv. En hec'h oberenn e teu a-benn da liammañ, diouzh an eil tu, Kembre hengounel, ar vuhez war ar maez e kornaoueg ar vro, kembraeg ar maezioù ha tudennoù stag ouzh an doare kozh da vevañ, ha diouzh an tu all, buhez ar re yaouank, sevenadur ar skinwel, ar sonerezh pop, an urzhiataerioù hag ar c'hemennadurioù SMS.

Gant Padrig an Habask ez eus bet troet unan eus he levriou, Iawn Boi? (Mat an traoù?) e brezhoneg, hag embannet eo bet gant Al Lanv.

Titourou pelloc'h Mat an traoù?:
http://www.brezhoneg.org/katalog%20al%20lanv%20S.htm

No comments: