19/04/2009

Ur bramm zo ret evit labourat er vered

Nemet mañsoned hag a zo ezel eus BRAMM ne aotreer da sevel mein-koun er vered-mañ


En deiz all am boa gwelet ar c’hemmenadur-mañ e-kichen kloued ar vered e Llanbadarn, Aberystwyth, ha soñjet em boa e vefe souezhus a-walc’h d’ur brezhoneger.

‘Re ziwezhat skeiñ war ar vorzhed goude leuskel ar bramm da redek’, ‘Da heul ar bramm e teu an tamm’... Peseurt brezhoneger ne oar ket ar ger bramm, doujet ma’z eo er c’hrennlavarioù evel er farsadennoù? En deiz all am boa klevet ur Saoz er skingomz o kontañ penaos e oa o walc’hiñ e vabig er gibell pa laoskas an hini bihan ur bramm en dour. Souezhet-bras, ha dispourbellet e zaoulagad, e selle ouzh e dad ar wech kentañ ma c’hoarvezas, spontet an disterañ, met pa vrammas evit an eil gwech e tirollas da c’hoarzhin diouzhtu! N’eo ket diwar varmouzañ ar re all e vezer lakaet da c’hoarzhin gant boazioù ar c’horf; un dra yac’h ha naturel eo, anat deoc’h.

Ar ger bramm, ken anavezet e brezhoneg, a zo kavet ivez e kernevveureg, bram, hag e kembraeg, bram. E kembraeg e veze implijet c’hoazh en triwec’hvet kantved ha marteze goude se, met hiziv e chom disimplij ha nebeut anavezet.

Pa seller ouzh ar verb bramu pe bremain (brammat) e Geriadur Skol-Veur Kembre (GPC) e weler n’eo ket c’hoarzhin hepken a c’hallfe sevel da heul ur bram, rak er pemzekvet kantved, hervez The Laws of Howel Dda, bet dastumet gant Timothy Lewis (1912), e c’halle bezañ ezhomm da baeañ e sarhaed (ar priz paeet evit digoll an hini dismegañset) evit spontañ ur c’houviad dre vrammat.

Ar ger rhech eo a vez implijet kentoc’h eget bram e kembraeg hiziv, hag evit un den ha n’eo mat da netra e lavarer ez eo ‘fel rhech’ (evel ur bramm), pe neuze ‘ fel rhech wlyb’ (evel ur bramm gleb) pe ‘fel rhech mewn potel’ (evel ur bramm en ur voutailh). Ur plac’h rok ha c’hwezet a vez graet ur ‘rhech o ddynas’ (ur bramm a blac’h) anezhi en hanternoz a-wechoù, ha war Enez-Von e talvez ‘fel rhech ar grib’ (ur bramm war ur grib) kement hag ‘en ur serr-lagadig’: ‘Tendiwch chi, neu mi fyddwch chi allan o swydd fel rhech ar grib’ (Diwallit, anez e kollit ho post-labour evel ur bramm war ur grib’.)

E korn-bro Nantgarw, avat, n’eus ket keit-se zo, hervez kont, e veze implijet rechan evit ‘c’hoarzhin uhel-tre’, ha ne oa ket fall na diseven e nep keñver lavaret e oa an dud o ‘wyrthin a rechan’ (o c’hoarzhin hag o tiskordañ da c’hoarzhin.) E brezhoneg rec’hiñ zo ledanik e dalvoudegezh ivez, a gav din, rak e geriadur Roparz Hemon, e vez troet ‘faire du bruit en plt des intestins’.

Ur ger nebeut anavezet bremañ, met implijet c’hoazh e lec’hioù zo e kreisteiz Kembre, hervez kont, eo fflair, a glot gant ar brezhoneg flaer. Fflair, pe fflêr evel ma vez distaget peurvuiañ, a vez implijet evit ul louf, ha ffleirio, pe ffleran, evit loufañ. E parrez Llanwenog, neuze, e veze e klevet ar poz:

Ma’ cosb am ffleirio’n fflwch.
’Dyw rhechen ond difyrrwch.

(Ar gastiz evit loufañ zo bras
Nemet un dudi n’eo ar brammat.)

'Ul louf n'eo ket ur bramm,' evel ma lavar Breizhiz...
Krediñ a reer e teu diwar al latin flagro < fragro, kar da fragrance e galleg hag e saozneg eta. Evel ma skriv Thomas Richards en e c’heriadur e 1753: ‘ffleirio, to foist or let a silent fart.’
Cnec, disheñvel diouzh bram, rhech ha fflair, a zeu diwar ar saozneg. d.l.e. diwar knack ‘klik, krak’. Implijet e vez cnec evit menegiñ n’eus forzh pe drouz berr, graet a-daol-trumm, ha n’eo ket brammoù berr ha trouzus hepken. A-wechoù e talvez kement ha pasaat, da skouer.
Evit ur c’hwezh fall, kentoc’h eget flaer, e vez implijet peurvuiañ e kembraeg ar ger drewdod, hag e-lec’h flaeriañ e kaver drewi, ur ger kar da dreogaim ‘breinañ a ran, mervel a ran gant ar gozhni’ en iwerzhoneg, hervez GPC. Implijet e vez hemañ e meur a geñveriadur, en o zouez: drewi fel ffwlbart (flaeriañ evel ur pudask), drewi fel caran (flaeriañ evel ur c’horf marv), drewi fel y gingroen (flaeriañ evel ar skabell-douseg phallus impudicus).
Evit ar Saozon n’eo ket, ha n’eo ket bet, fentus ar ger bram, rak nemet anv un den ned eo, d.l.e. un diverradur diwar Bramwell pe diwar Abraham. Un anv-lec’h e vije bet Bramwell er penn kentañ, ennañ an elfennoù brom ‘banal; lann’ ha well ‘feunteun; gouer’. Ul lec'h anvet Bramhall zo e-kichen Manchester.
An hini brudetañ a zouge an anv Bram a oa Bram (Abraham) Stoker, a voe kontet istor Dracula gantañ. Unan all a oa Bramwell Booth, mab henañ William Booth, diazezour Arme ar Silvidigezh. Meur a vab da feizidi c'hredus Arme a Silvidigezh a voe roet dezhañ an anv Bram - badezet Bram ne lavaran ket, rak dioueret e voe an holl sakramantoù gant ar soudarded zevot, dreist-holl pa gave dezho e vefe risklus-tre kinnig gwin d'ar re c'hoant ganto chom dieub diouzh bac'h an alkool.
A ya, pa soñjan, ar BRAMM er vered zo merk ar BRITISH REGISTER OF ACCREDITED MEMORIAL MASONS, ar re a oar ar vicher sevel mein-koun.


No comments: