14/04/2009

Roz evit ar merc'hed, glas evit ar baotred - lakaat anat reizh an anvioù evit sikour ar re a zo o teskiñ ar yezh?

Ha n'eo ket tremen poent d'hor geriadurourien ober implij eus al livioù evit sikour an dud da zeskiñ reizh an anvioù?

Anat eo ne vez ket ken sellet ouzh al liv roz evel hini ar merc'hed ha glas evel hini ar baotred, met ober an diforc'h hengounel ha sot-se er geriadurioù, ha moullañ neuze an anvioù benel e roz hag ar re c'hourel e glas, a c'hallfe bezañ un doare efedus, evit tud zo da nebeutañ, da zeskiñ reizh an anvioù.

Gwir eo ez eus gerioù hag a c'hall bezañ pe benel pe gourel, met evit ar re-se e c'halled implijout pe ul liv all, pe neuze o moullañ hanter e glas ha hanter e roz.

An doare-mañ a c'hallfe bezañ mat evit deskiñ yezhoù all ivez, met sed-amañ un nebeud gerioù brezhoneg ha kembraeg evit e lakaat anat:

amann ymenyn
anv enw
askorn asgwrn
aval afal
avel gwynt

bag
cwch
bara bara

beaj taith
bro gwlad
butun baco
chapel
capel

c’hoar chwaer
c’hoariva
theatr
darn darn

doare dull
dour dŵr
douar
daear
enez ynys
euskareg
Basgeg
evn aderyn
flaer drewdod
fourmaj caws
goañv gaeaf

gouel gŵyl
gouzoug gwddw
gwin gwin

gwreg gwraig
heol haul
holen halen
houad
hwyaden
istor hanes
kazh cath

kelc’hgelaouenn cylchgrawn
kegin cegin
kentel gwers

kilometr cilometr
kloc’h cloch
krogenn cragen
levr llyfr

lizher llythyr
logodenn llygoden
marc’had marchnad
mell pêl
moger wal

nerzh nerth
noz nos
palez palas
paper papur
peoc’h heddwch

pont pont

prof anrheg
romant nofel
sal ystafell
skol-veur prifysgol
strinkerez cawod

taksi tacsi
teltenn pabell
ti tŷ
toull twll
ui wy
yec’hed iechyd

yezh iaith

No comments: