14/04/2009

Ar c'hembraeg n'eo ket ar memes brezhoneg...

lann e brezhoneg, met eithin e kembraeg, ha llan e kembraeg a dalvez iliz, evel lan en anvioù-lec'hioù brezhonek

Setu un nebeud gerioù brezhonek hag a c’hallfe lakaat an den da faziañ e kembraeg, dre ma’z int heñvel, pe damheñvel, a-fed stumm, ha disheñvel o zalvoudegezh:

Abrant = ael (amrant = malvenn)
Amzer = tywydd (kenkoulz hag ‘amser’)

Avel = gwynt (awel = aezhenn)
Bag = cwch, bad (bag = sac'h)
Blev = gwallt (kenkoulz ha ‘blew’)
Bras = mawr (bras ‘seimlyd’ = druz)
Brezhell = macrell (brithyll = dluz)
Bugel = plentyn (‘bugail’ = maesaer)
C’hwilañ = cnuchio (chwilio = klask)
Diankout = mynd ar goll (dianc = tec'hout)
Eost = cynhaeaf (kenkoulz hag ‘Awst’)
Ezhomm = angen (eisiau = c’hoant)

Gourc’hemennoù = cyfarchion (kenkoulz ha ‘gorchmynion’)
Gwall = anffawd (gwall = fazi)
Gwaz = gŵr (gwas = mevel)
Gwerz = baled (gwers = kentel)
Heol = haul (heol = ru, hent, straed)

Kala = Calan (cala = kalc'h)
Kalc’h = cala (calch = raz)
Kalon = stumog (kenkoulz ha ‘calon’)
Kezeg = ceffylau (kenkoulz ha ‘cesig’)
Klouar = mwynaidd (claear = gouyen)
Koadenn = darn o bren (coeden = gwezenn)
Kont = cyfrif (cont = forzhioù)
Krediñ = mentro, meiddio (kenkoulz ha ‘credu’)
Krog = wedi dechrau (crog = kroug)
Loeroù = hosanau (llodrau = bragoù)
Louzoù = moddion (llysiau = legumaj)
Meur = goruchel, pwysig (mawr = bras)
Naon = eisiau bwyd (newyn = marnaon)
Padout = parhau (peidio = chom hep; paouez)
Paz = peswch (y pas = ar paz-yud)
Penn-sizhun = wythnos i (penwythnos = dibenn-sizhun)
Poan = anhawster (kenkoulz ha ‘poen’)
Purañ = sgwrio (puro = glanaat)
Rak = oherwydd (kenkoulz ha ‘rhag’)
Seul = po – da skouer: seul vuioc’h, seul welloc’h ‘gorau po gyntaf’ – (sawl ‘llawer’ = meur a)
Tin = teim (tin = revr)
Trugarez = diolch (trugaredd = truez)

Evel-just ez eus gerioù kembraek hag a c’hall lakaat an den da faziañ ivez:

Blwch = boest (blouc'h = di-flew, llyfn)
Bwyta = debriñ (boueta = bwydo)

Casglu = dastum (klask = chwilio; ceisio)
Cawl = soubenn (kaol = bresych)
Coch = ruz (kaoc’h = cachu)
Cwmwl = koumoulenn (koumoul = cymylau)

Dwrn = meilh-dorn (dorn = llaw)
Ffraeth = teodet-mat (fraezh = wedi ei ynganu'n glir)
Gast = kiez (gast = putain)
Glân = naet (glan = pur)
Llosgi = deviñ (kenkoulz ha 'leskiñ')
Merch = plac'h (kenkoulz ha 'merc'h')

Papur = kelaouenn (kenkoulz ha 'paper')
Plant = bugale (plant = planhigion)

Tad-cu = tad-kozh (tad-kuñv = hen dad-cu, hen daid)
Torri = troc'hañ (kenkoulz ha 'terriñ')

Tosyn = burbuenn (tosenn = bryn)
Tost = klañv (tost = agos)
Ysgyfarnog = gad (skouarnek = clustiog)

No comments: