17/04/2009
An euzhvil nukleel a adsav e benn e Kembre
Tachenn kreizenn nukleel yr Wylfa, war Enez-Von e gwalarn pellañ Kembre, zo unan eus an unnek tachenn a zo o paouez bezañ dibabet gant gouarnamant Breizh-Veur evit sevel kreizennoù nukleel nevez. Pedet eo bet tud ar vro da reiñ o barn war an diviz-se a-benn kreiz miz Mae, 2009.
Kreizenn gozh yr Wylfa, a voe digoret e 1971, n’en deus ket kenderc’het tredan abaoe 2010. An hini nevez, mar bez aotreet, a vo savet war douaroù ur vereuri e-kichen, ha kemer a raio 15 vloavezh kent na vo prest da vont en-dro.
Ar bolitikourien, war an holl, a zo a-du gant ar raktres dre ma lavaront e tegaso labour d’an enezenn hag e raio vad d’an armerezh eno. An Demokrated-Frankizourien hepken o deus lavaret krak-ha-krenn emaint a-enep, tra ma chom ar strollad broadelour, Plaid Cymru, o timeziñ an dour hag an tan, c’hoant gantañ bezañ glas met re a aon gantañ koll mouezhioù ar re a zo o klask labour.
Hervez Friends of the Earth, ‘e lez ar gremm nukleel loustoni kontammus hag a chom risklus-kenañ e-pad miliadoù a vloavezhioù hag a goust bilionoù da ziwall.’ Perak, a c’houlenner, ne ra ar gouarnamant nemet c’hoari gant nerzh an avel, an dour hag ar mor, ha perak ne vez graet hogos netra da zigreskiñ an implij eus an energiezh dre vras?
http://news.bbc.co.uk/1/hi/wales/north_west/7998781.stm
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_6530000/newsid_6530800/6530815.stm
http://news.bbc.co.uk/1/hi/wales/6529901.stm
Subscribe to:
Post Comments (Atom)
No comments:
Post a Comment