19/04/2009

Digresk e priz an tiez anatoc'h e Kembre eget e lec'h all


Hervez stadegoù bet embannet nevez zo ez eo bet brasoc'h an digresk e priz an tiez e Kembre eget e lec'h all e Breizh-Veur. Evit ar bloavezh betek miz C'hwevrer, 2009, e voe un digresk a 12.5%. Well-wazh, priz un ti e Kembre e miz C'hwevrer a oa £144,762, d.l.e. £40,051 nebeutoc'h eget priz un ti e Bro-Saoz.
Daoust d'ar c'hemm-se, pe marteze abalamour dezhañ, e lavar an embregerezhioù gwerzhañ tiez ez eus muioc'h a glask war an tiez bremañ eget na oa un nebeud mizvezhioù zo. Da welet eo hag ar bronsoùigoù glas en armerzh, a vez komz anezho bemdez er c'heleier, a zo kel eus an nevezamzer pe get.

No comments: