15/04/2009

Ar spagnoleg hag ar saozneg o c’hourdrouz an euskareg hag ar galisianeg


Lauburu (pevar fenn) - un arouez hengounel euskarat - amañ war ur maen-bez.

Ar rod zo troet en Euskadi pa’z eo chechet gouarnamant ar vro da heul ar mouezhiadegoù. Ar vroadelourien n’emaint ket o ren mui. Heñvel a-walc’h eo ar pezh a zo en em gavet e Galisia, ma’z eo bet displantet ar c’hengevredad etre ar sosialisted hag ar vroadelourien. Ar Partido Popular spagnol eo a zo o ren e Galisia hag un emglev zo etre ar strollad-se hag ar PSOE en Euskadi.

Unan eus palioù gouarnamant nevez Euskadi eo reiñ lañs d’ar spagnoleg, hag emichañs e vo adwelet, pe memes distrujet, ar politikerezh a zo bet ken pouezus evit an euskareg hag en deus lakaet ar yezh-se da vezañ pennañ yezh an deskadurezh er vro. Gwall nebeut a skolioù spagnolek a chom en Euskadi bremañ dre ma’z eo gwelet mat-kenañ an deskadurezh en euskareg.

En Euskadi e fell ivez d’ar gouarnamant nevez kinnig ar saozneg er skolioù, kostez-ha-kostez gant an euskareg hag ar spagnoleg. Dre-se, emezo, e vo digoret dorozioù ar vro war ar bed ha war an dazont. Talvezout a ra ivez avat e ranko an euskareg kenstrivañ gant ar saozneg.

Daoust ma’z eo diaes krediñ e c’hall ar gouarnamant nevez kas da get kement tra a zo bet graet evit an euskareg abaoe marv Franco, e kav da veur a hini e c’hall bezañ dinerzhet ar yezh. War a lavar Iulen Urbiola Loiarte, a labour evit Euskara Kultur Elkargoa (Ensavdur ar sevenadur Euskarat) e Nafarroa (Navarre), a-fed normalizadur an euskareg ez eo bet ‘drastus’ politikerezh yezh ar PSOE hag ar PP er c’horn-se eus ar Vro-Vask.

E Galisia, neuze, e seblant ma fell d’ar gouarnamant nevez kas da get ar politikerezh a zo bet o kas war-raok ar galisianeg er skolioù hag er skoiloù-meur.

Titouroù pelloc’h:

http://www.eurolang.net/index.php?option=com_content&task=view&id=3158&Itemid=0

No comments: