15/04/2009

Fars Prun

250g bleud
150 g sukr
4 vi
750 ml laezh
Ur pakad prun


Meskañ ar bleud hag ar sukr.

Ouzhpennañ ar vioù unan-hag-unan, hag al laezh, bet tommet, goude.
Meskañ mat gant ur basser.
Amanenniñ ur plad don.
E foñsiñ gant ar prun.
Diskenn an toaz er plad.
Poazhañ en ur forn tomm (220° C) e-pad un eur.
Lemel ar fars diouzh ar plad pa vez klouar c’hoazh.

(sekred-kegin gant Jacqueline Bidard)

No comments: